Plougerne: deuet eo poent forom ar c'hevredigezhioù
Ma ne oarit ket peseurt sport pe obererezh ober e-kerzh ar bloaz zo ul lec’h eus ar c‘hentañ evit kavout ho peadra : forum ar c’hevredigezhioù ! Un tamm ‘ba pep lec’h ‘ba Breizh e vo aozet foromoù… Ul lodenn a-bouez kaer eus buhez ar c’humunioù eo ‘pezh a ginnig ar c’hevredigezhioù hag an dud a youl vat a ro buhez dezho. Kemeromp skouer Plougerne. Gregor Mazo zo e karg eus ar servij ra war dro ar c’hevredigezhioù evit kêr Blougerne. Displeget en deus da Erwan Blanchard pegen birvidik eo ar vuhez kevredigezhel eno .